7
Goude m'en devoa Jezuz peurlavaret ar c'homzoù-mañ dirak ar bobl a oa ouzh e selaou, ez eas e Kafarnaoum. Mevel ur c'hantener, karet mat gantañ, a oa klañv, hag a yae da vervel. Ar c'hantener, o vezañ klevet komz diwar-benn Jezuz, a gasas d'e gavout henaourien eus ar Yuzevien, da bediñ anezhañ da zont da yac'haat e servijer. Ar re-mañ eta, o vezañ deuet da gavout Jezuz, a bedas anezhañ start en ur lavarout: Din eo ma rafes kement-se dezhañ, rak karout a ra hor pobl; eñ eo, en deus lakaet sevel hor sinagogenn deomp. Jezuz eta a yeas ganto. Ha pa ne oa ken pell eus an ti, ar c'hantener a gasas etrezek ennañ mignoned, da lavarout dezhañ: Aotrou, na gemer ket a boan, rak n'on ket din e teufes dindan va zoenn. Abalamour da-se, ne'm eus ket kavet e oan din va-unan da vont betek ennout; met lavar ur ger, ha va mevel a vo yac'haet. Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud re all, ha dindanon em eus soudarded, hag e lavaran da unan: Kae! hag ez a; d'egile: Deus! Hag e teu; ha da'm mevel: Gra kement-mañ! Hag en gra. Jezuz, o vezañ klevet kement-se, a voe souezhet, hag, o tistreiñ, a lavaras d'ar bobl en heulie: Me a lavar deoc'h penaos ne'm eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel. 10 Pa zistroas d'ar gêr ar re a oa bet kaset, e kavjont yac'h ar mevel a oa bet klañv. 11 An deiz war-lerc'h, Jezuz a yeas d'ur gêr anvet Nain; kalz eus e ziskibien hag ur bobl vras a yae gantañ. 12 Evel ma tostaent ouzh dor kêr, setu e touged d'an douar unan marv, mab nemetañ e vamm, a oa intañvez; un niver bras a dud eus kêr a oa ganti. 13 An Aotrou, o vezañ he gwelet, en devoe truez outi, hag a lavaras dezhi: Na ouel ket! 14 O vezañ tostaet, e stokas an arched, hag ar re en douge a arsavas; hag e lavaras: Den yaouank, me en lavar dit, sav! 15 An hini marv a azezas hag en em lakaas da gomz. Jezuz en roas d'e vamm. 16 Ar spont a grogas enno holl, hag e rojont gloar da Zoue, en ur lavarout: Ur profed bras a zo bet savet en hon touez, ha Doue a zo deuet da welout e bobl. 17 Ar vrud-se en em skuilhas dre holl Judea, ha dre an holl vro tro-war-dro. 18 An holl draoù-mañ a voe lavaret da Yann gant e ziskibien. 19 Yann a c'halvas daou eus e ziskibien hag o c'hasas da gavout Jezuz evit lavarout dezhañ: Bez' out an hini a dle dont, pe e tleomp gortoz unan all? 20 An dud-mañ eta, o vezañ deuet da gavout Jezuz, a lavaras dezhañ: Yann-Vadezour en deus hon degaset da'z kavout evit lavarout dit: Bez' out an hini a dle dont, pe e tleomp gortoz unan all? 21 En eur-se zoken, Jezuz a yac'haas kalz a dud eus o c'hleñvedoù, eus o mac'hagnoù hag eus an drouk-speredoù, hag e roas ar gweled da veur a hini dall. 22 Neuze en ur respont, e lavaras dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh hoc'h eus gwelet ha klevet: ar re dall a wel, ar re gamm a vale, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, ar c'helou mat a zo prezeget d'ar beorien. 23 Eürus eo an neb ne gavo ket a skouer fall ennon. 24 Ar re en devoa Yann degaset o vezañ aet kuit, Jezuz en em lakaas da lavarout d'ar bobl diwar-benn Yann: Petra oc'h aet da welout el lec'h distro? Ur bennduenn hejet gant an avel? 25 Met petra oc'h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad kaer? Setu, ar re a zo gwisket gant dilhad kaer hag a vev er plijadurioù, a zo e tiez ar rouaned. 26 Met petra oc'h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc'h, ha muioc'h eget ur profed. 27 Eñ eo an hini a zo skrivet diwar e benn: Setu, e kasan va c'hannad dirak da zremm, hag a gempenno an hent a-raok dit. 28 Me a lavar deoc'h penaos e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n'eus profed ebet brasoc'h eget Yann-Vadezour; ha koulskoude, ar bihanañ e rouantelezh Doue a zo brasoc'h egetañ. 29 An holl dud o deus e glevet, hag ar bublikaned ivez; disklêriet o deus reizhder Doue o vezañ bet badezet gant badeziant Yann. 30 Met ar farizianed ha doktored al lezenn, o vezañ n'o deus ket graet o badeziñ gantañ, o deus disprizet menoz Doue evito. 31 Neuze an Aotrou a lavaras: Ouzh piv e keñverin tud ar rummad-mañ? Ouzh piv int heñvel? 32 Heñvel int ouzh bugale azezet war al leurgêr, hag a gri an eil d'egile, o lavarout: Ni hon eus sonet deoc'h ar fleüt, ha n'hoc'h eus ket dañset; ni hon eus kanet deoc'h hirvoudoù, ha n'hoc'h eus ket gouelet. 33 Rak Yann-Vadezour a zo deuet, hep debriñ bara, hag hep evañ gwin, hag e lavarit: Un diaoul a zo ennañ. 34 Mab an den a zo deuet, o tebriñ hag oc'h evañ, hag e lavarit: Setu un debrer hag un ever, ur mignon d'ar bublikaned ha d'an dud a vuhez fall. 35 Met ar furnez a zo bet reishaet gant he holl vugale. 36 Ur farizian, o vezañ e bedet da zebriñ en e di, Jezuz a yeas e ti ar farizian, hag en em lakaas ouzh taol. 37 Ur wreg eus kêr, ur wreg a vuhez fall, o vezañ gouezet e oa ouzh taol e ti ar farizian, a zegasas ul lestr alabastr, leun a c'hwez-vat, 38 hag oc'h en em zerc'hel a-dreñv, ouzh treid Jezuz, o ouelañ, en em lakaas da zourañ e dreid gant he daeroù, ha d'o zorchañ gant blev he fenn; pokat a rae d'e dreid, hag ec'h eoulie anezho gant ar c'hwezh-vat. 39 Ar farizian en devoa e bedet, o welout kement-se, a lavaras ennañ e-unan: Ma vije an den-mañ profed, e ouije piv eo a wreg a stok ennañ, ha penaos eo a vuhez fall. 40 Neuze Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Simon, bez' em eus un dra bennak da lavarout dit. Eñ a lavaras dezhañ: Lavar anezhañ, Mestr. 41 Ur c'hredour en devoa daou zleour, unan a zlee dezhañ pemp kant diner, hag egile hanter-kant. 42 Evel n'o devoa ket peadra da baeañ, eñ a bardonas o dle dezho o-daou. Lavar din eta pehini anezho o-daou en karo ar muiañ. 43 Simon a respontas: Me a gav din ez eo an hini a zo bet pardonet ar muiañ dezhañ. Jezuz a lavaras dezhañ: barnet mat ec'h eus. 44 Neuze, o tistreiñ ouzh ar wreg, e lavaras da Simon: Gwelet a rez ar wreg-mañ? Deuet on ez ti, ha ne'c'h eus ket roet a zour din evit gwalc'hiñ va zreid; met hi he deus o douret gant he daeroù, hag he deus o sec'het gant he blev. 45 Te, ne'c'h eus ket roet ur pok din; met hi, abaoe ma'z on deuet en ti, n'he deus ket paouezet da bokat da'm zreid. 46 Te, ne'c'h eus ket skuilhet a eoul war va fenn; met hi, he deus skuilhet eoul a c'hwezh-vat war va zreid. 47 Dre-se e lavaran dit, he fec'hedoù niverus a zo bet pardonet dezhi, rak karet he deus kalz; met an neb a bardoner nebeut dezhañ, a gar nebeut. 48 Neuze e lavaras dezhi: Da bec'hedoù a zo pardonet dit. 49 Ar re a oa ouzh taol gantañ en em lakaas da lavarout enno oc'h-unan: Piv eo hemañ, hag a bardon memes ar pec'hedoù? 50 Met eñ a lavaras d'ar wreg: Da feiz he deus da saveteet; kae e peoc'h.